Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266

Morvan hen devoa c’hoaz eun troad var an treujou
Pa deuaz da derri unan euz he voutou
Ha dioc’h-tu e klevaz tostik e’n he gichen
Eur vouez skiltr o laoskeul evel eur choarzaden ;
Mez kaër hen devoa klask goudevez tro var dro
Ne c’hellaz ket tizoud ar c’hoarzer divalo ;
Rag-se goude beza peur-zresset he votez
Ez eaz gant-hi e’n hent ’vel ma vije nevez.
Avel, grizil, kazerc’h, glao ha kurun a ree
Ha ken teñval e voa ma ne vele banne.
A vechou, koulzgoude, e seblante kleved
Eun dra benag e’n hent tost d’hezan o kerzed.
Abenn eur pennadik, setu eul luc’haden
Hag a ziskouez dez’han, tostik tost d’he jupen
Eur pikol a gi du, ker braz hag eun ounner,
Daou lagad e’n he benn, kel lemm ha re eun aer.
— Fouet, fouet, boued an diaoul, a lavare Morvan
Fouet ’ta, boued ar gounnar : Mez ar c’hi ne ra van.
— Gortoz, gant va fenn-baz, me ’ lardo da groc’hen
E leac’h arzal, ar c’hi a reaz eur c’hoarzaden
— C’hoarzin, oh! oh ! potred ! C’hoarzin! eun aneval !
Mad, bremaik, marteze, te ’raio eur c’hoarz all,
Dao, dao, hag hen rak-tal o preder c’hoari ’r vaz
Evit bruzuna ’r c’hi a daoliou ; mez allaz !