Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
265

Kement-ma ’ c’hoarvezaz da noz meurz an Evned.
Eat da vorlarjeza da di he vignouned
Morvan a zistroe gant he goumper Joen
Fazeaz e’n ti gant-han da dana he biben.
’Vit-han n’oa ket mezo, na zo ken tam tommed,
N’hen doa ket kollet c’hoaz ar guin en doa evet.
Mez ar pez a rente aounik he gamarad
Ne voa ket ’balamour n’hen dije re govad.
Rag gouzoud a rea mad, gant kalz muioc’h ouz-penn,
Morvan a zibradje he gar deuz ar vouillen.
Mez, allaz ! ne voa ket, ha ne deuz bet morse
Eun diaoul evel d’han evit toued Doue.
Bep kammed a raje ne voa deuz he c’hinou
Nemed tan ha kurun, malloz, droug-pedennou :
Poan a raje d’hezan ma vije e’n ifern
Eul leou-douet benag a rankje da espern.
Koulzgoude an deiz-se dreist an deveziou all
Ne voa nag he skiant nag he deod da damal,
Rak dond a reant gant-han, dindan envor, ar brava
A gichen ar c’henta beteg an diveza.
Kement-se hag ouz-penn tro ar paour keaz Alan
Eo a lakea Joen da grena ’vit Morvan.
’R pez a venne Joen, voa mennoz eun den fur.
Deuet e voa deiz ar varn, barrek e voa ’r muzur !