Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206


Estlamm ! Estlamm ! D’ar fall Enor ha stad !
Mez d’ar Groaz ha brezel d’ar feiz !
Iouc’hal a ra evel eur bleiz
A c’houlen kig ha goad.

Leun eo, leiz he groc’hen, a bep seurt drougiez ;
Ne strink dious be veg lous, nemet fallagriez ;
Divar gein an avel, ar viltanz,
Gant he vanniel sao-soun, oc’h ober tro ar bed
A zil dre gement leac’h he vilimm milliget ;
Diwal outhan a ve eur gwal dol chanz !
 
Estlamm ! An droug e leac’h ar mad,
E leac’h reis, direisdet ;
Draok, ha leun pep parkad,
O sevel e leac’h ed !
Estlamm ! Estlamm ! N’euz ken var an douar,
Nemet pobliou fallacr ha foll,
O vont bemdez gant an diroll
Var lerc’h boued ar gounnar !

Peleac’h ’ta, o Aotrou, e ma breman ho toujanz ?
Piou a gren, o sonjal eo c’houi Doue ’r venjanz