Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205



Deuz, Barz koz Mene-Bre, Guenc’hlan, o barz dispar,
Deuz da rei skoazel d’in ! Ro mouez d’am glac’har !
Stên va c’herdin ! stên ha stên c’hoaz !
Stên anezho stard ! oh ! te er grea guechall,
Pa bignez var lein Mene-Bre da grial d’an tan goall !…
Evel-d-oud, gra d'in beza goaz.

Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz, gant an anken !


II


Gualc’h va c’halon, hirio, mar em beuz-me glac’har,
Anken goalc’h va ene, ouzon perak heb mar :
Sell eta mignon, sell ar bed-man !
Ha guelet e peus-te, biskoaz, netra ken trist ?
Euz a bunz an Ifern dilamm an Antekrist
Loen gouez dislounket gant Satan !

Estlamm ! Ema var-zao, gant-han
Baniel lu ar pec’het,
Gant lizerennou tan
Bep tu var-n-hi skrivet :