Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204


Eur beac’h a zo var-n-oun, n’hellan mui dioc’h va c’hoant ;
Allas ; raouli a ran ha va zelennig goant
A guez dinerz eus va daouarn !
Petra ’ fell d’id ’ta c’hoaz e kanfe ar Bars paour ?
He anken ? mad neuze, e leac’h eun delen aour
Ro d’in unan zir pe houarn !

Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz, gant an anken !



Kaër em beuz, siouas ! pedi, aspedi ’n Env,
Nemet krena ’ran oll gant an nerz euz va lenv !
Ne ouzon nemet sini kaon,
Henvel ouz ar gaouen a vez klevet e’n noz
E’n eur gleuzen benag e tal eur garnel goz
O tiskana gant an anaon !

Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz, gant an anken !