Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PERONEL HAG HE FODAD LEAZ


————


Peronel, var e fenn eur podad leaz mintin,
Gant eun troad lijer ha mibin,
Ker skanv hag an avel,
A ia varzu Kastel.
Evit galloud beza ’r genta
Ne jomme ket da varc’hata.
E’n eur vond hi a lavare :
« N’eo ket evit ober fouge
» Mez, a dra zur, hirio e’n deiz,
» Me ’m bezo arc’hant a leiz,
» Rag al leaz a zo mad
» Ha dien varnhan eun troc’had.
» Gant ar priz me ’ breno viou
» Eun dousen, marteze, diou.
» Just ha just, va diou iar vriket
» Da glochad a zo koummanset
» Setu din, abars nemeur,
» Ier bihan bras a leiz va leur.
» Selaou, Alanik al louarn,
» Sur e kolli da ziouskouarn,
» Mar digassez begig da fri
» Var n’hed tenn da zor va c’houldri.