Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168

» Gant arc’hant an daou dorradik
» Em ’bezo eun tamm penmoc’hik.
» E’n desped dezhan e lardo,
» Rag brenn ’zo ar pes a garo.
» Priz mad ’zo var ar moc’h lard
» Ha p’er guerzin me ’zalc’ho, stard,
» E’n e leac’h, me ’breno eur vioc’h
» Ha leue d’he heul, a zo kaerroc’h.
» Deus ’ta, bioc’hik, deuz da beuri,
» Te ’ velo da leue o c’hoari.
» Sell anezhan : Dija e lamm
» Ken huel ha kerniel e vamm.
» Talvoud a ra eul louis aour !
» Fring atao, va loanik paour.
» Me ’ fringo d’ac’h heul mar kerez.
Autrou Doue, pebeuz distrez,
Skuillet al leaz : kaon d’ar viou,
Oc’h ha bioc’h ’zo eat a biou.
» Sa l’ama ’vad, eur fritaden
» Hag a lardo va diou fesken.
» Rag Jerom ne c’hortoz ket pell
» Evit terri neuden ar poell.
» Great e meuz eun devez brao !
» Va zad a lavare ’tao