Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100


VIII


Rak ma laere ar stripou
Ha ma zoa louz e vourrou,
E voue lezhanvet ouz-penn
Truill lipouz, truill anduillen,
Truill gamm, truill ar stripaouaer,
Truill bigovek ha truill laer.


IX


A vechou, var a gonter,
Da ziverrad he amzer,
Truill a rea troiou bale ;
Ha setu e pe zoare
En em skignaz dre ar vro
Chas gloanek rouz ho baro.


X


Azor ’zo bet marteze
Strobet eun deiz evel-se.
Ar pez ’zo sur, an holl dud,
A ziskred ervez ar vrud
Eo divar eur giez rouz
Ha divar eur c’hi pikouz.


XI


Evidon-me, n’ouzon ket
Gant pe dud eo bet ganet ;
Rak pa zellan piz out-han,
Me gav wen pep loan e’nhan
Ha n’hellan, e guirionez,
Anavoud mad he lignez.