Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99



IV


Kenta ma kaver hano
Euz a wen Azor e’r vro,
Eo e’n eun tamm kanaouen
Bet savet e Lez-’n-Even,
Skrid eur goz amiegez
Eo a zesk deomp he lignez.


V


Beteg neuze, tud Azor,
A zo debret ho histor :
Kredi ’heller, koulskoude,
E zoant potred a zoare.
Mez kountel gamm an amzer
A zibennaz ho c’haier.


VI


Mar dleomp kredi ar zoun
Ar wen a zeu a Roazoun.
Eur c’hoz marc’hadour kezek
A lezaz eur c’hi truillek
Evit paea e skoden
Eun devez e Lez-’n-Even.


VII


Truil e voe hanvet ar c’hi,
Gant plac’h an hostaliri,
Abalamour d’he vleven,
Pouloudenned diskempenn
Ha d’he zaoulagad pikouz,
D’he fri tougn ha d’he lost rouz.