Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AZOR


————


I


Eun tam ki ’zo e’r vro-man
A rear Azor anezhan,
Eur c’hi fin eo ervez lod
Mad da c’hoapad ar chas sot,
Ervez an oll eo treitour
Ha trubard evel an dour.


II


Ma n’hen anavezit ket
Setu ama he boltred :
N’eo ket eun dra zidalvoud
Dont a ben d’hen anavout.
Selaouit eta, ’n histor
Evit anavout Azor.


III


Ni ’rankfe disken izel
Da vont beteg e gavel.
Disken a dle, koulskoude,
Divar daou gi arc’h Noe,
Mez abaoue pell a zo,
An daou-ze a zo maro.