Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
PROSPER PROUX


11

O c’hechui ar goms ma e benn mouq a guëas
E zaoulagat eun instant estranj a luguernas,
Henvel deus eur c’houlaouen e font da souheti ;
Pa essaïs en sicour, ar paour quès ne voa mui.

12

Na neus gret nemert tremen vel eur rozen dener
Rouanès flam a lirzin deuz an nevez amzer
A veler o tigueri indan gliz ar beure,
Aliès a varv goëzvet aroc ma ve creiste.

13

Breman vel eun durzunel pa deus collet he far
Na rin nemert hirvoudi dan ecleo va glac’har,
Va bugaligou tener, quer yaouancq minoret,
A dy da dy a ielo da glasq o zamic bouet.


————


STUM DISHENVEL


diwar eur skrid dorn kopiet gant Prosper mab hena ar barz, etre daouarn an Aotr. H. Proux, Kemper.


1

Me ho ped, didostaït oll guicher Montroulès
Deut da guemmesk ho taëlou gant re an intanvès
An intanvès glac’haret gant eun anken garo :
Grigri ma muia caret, Grigri a zo maro.

2

Derguener deus ar mintin, an Anko drouclivet
Pini siouas na espern na quicher na razet
Ep true d’e iaouankiz, ep true d’am glac’har
A neus scoët anezan gant e falc’h dihegar.

3

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Dimeus va holl dizursou me a zo castizet,
Lonquet am eus al louzou prientet d’ar razet :