Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
PROSPER PROUX


4

O peurlaret ar goms ze e benn moug a guëas
E zaoulagat difluket, euzus a luguernas,
Vel eur c’houlaouen rousin dare da echui,
Intanvès e oan siouas, ar paour quès ne voa mui.


III


Ar paour quès Lazar
gret gant eun dén hanter varo


————
Var an ton gallec : Trou là, là, là.


1

Var ma fé camaradet
Terrupl e c’hon bet stropet,
Credi a ren en tol-ma
E rancqchen lipat ma loa.
Trou là là… trou là là…

2

An ancqo, louzen ep fri,
Vit tach dam stleja ganthi
En bro téval ar gohet
Terrub he deus c’hoariet.

3

Na vel quent, deus he c’hriffo
Meus chasset va relego ;
Mœs pel a vo ingravet
Var ma bisach he c’hachet.