Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
PROSPER PROUX


XIII


Pipi an Divead


Var ton : Brava pemoc’hic zo er Vro.



1

Pipi a zo eur goas nerzus
Eur potr gadal ac ebatus
Mez pladennec vel eun azen
Rac pa vez en tal va c’hichen
Ne voar nemed huanadi,
Peguen divead eo Pipi!

2

Ne ve ket red dezan goulen
Mar c’huezfe varnon e coëfen,
Mœs eur gomz demeus va gueno
Pe dan hirra eur c’houpl pocko
Zo en tuont dhe gontenti,
Peguen divead eo Pipi !

3

Eun devez ma voamp o toma
E laras din, en eur ruya :
Guelet a rer laç o lezrou
Izellet eun tam o proziou
Pe me scampo er maës an ty !
Peguen divead eo Pipi !

4

Diczul em c’havas cousket mad
A c’hed va c’horf e corn eur prad
Na petra rez Pipi gouër
Nemet dic’haloupat dar staër
Da guerc’het dour dam difuni,
Peguen divead eo Pipi !