Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
PROSPER PROUX

Control da ze, min douç ar c’hliant
A seblante laret : Merc’het coant,
Dinec’h fourgaçset
Ar c’haz pa vo cousquet.

4

Gant herder eta
Den cheriçsa he zeo nem laquet
A da boliçsa
Gant e dorn e groc’hen marellet.
Mes an traïtour gant hi
A saill evel eur c’hi,
A dolio dent quen a strincq ar goad
Qeuz zeuas dar plac’h (divead)
Beza fourgaçset
Ar c’haz pa voa cousquet.

5

Vel quent a grede
Ne vije quasi sort e gouli,
Ac e tremenje
Evel a tremen meur a hini,
Mœs squilfou an targas
A voa binimus bras,
A prest e vœ gouelet he barlen
En em c’hoeza vel eur gloc’horen,
Boue d’oa fourgaçset
Ar c’haz a voa cousquet.

6

Ar plac’hic neuze
Ar medecin he deus consultet,
Mœs deus ar boan ze
E lavaras ne voa quen remed
Mert lacqat al loezn cri
Da lipat ar gouli
Mar bez divulum e c’heno
Gant louzaouen ego conjungo.
Mœs dija gant Jannet
Ar c’haz a voa pacquet.