Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
PROSPER PROUX


3

Mar lequer, elec’h eur bod maë,
Eur vojen spern pe eun troad louë,
Mar ve droucq en corf ar person,
Mar be moredus ar zermon,
E lavaro seurezet kèr :
Pioù a zo caus nemert Albert ?

4

Mar n’her quet nemeur da govès,
Na dan ofern goal aliès,
Mar chanç da veur a blac’h risqla,
Mar blij dar bautret mont d’eva,
Da Basq mar ve cals tapet ber,
Pioù a zo caus nemert Albert ?

5

Mar neus meur a vam nec’hamant
Abalamour dhe merc’het coant,
Mar golo nè gant he asqell
Vel ar yar pa voel ar sparfel,
Daoust da ze mar o dibluër
Pioù a zo caus nemert Albert ?

6

Mar gueler (pez neo quet isquis)
Meur a blac’hic quès diavis
O quemer, dre goal blaneden,
Eun aer evit eur zilien,
Mar ranq hirràt he davanger,
Pioù a zo caus nemert Albert ?

7

Mar gueler merc’het a pautret,
Evel diaoulou dichadennet
O tiredec d’an ebatou,
Pa glevont mouëz ar biniou,
Mar quëont en pao Lucifer,
Pioù a zo caus nemert Albert ?