Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
PROSPER PROUX



IX


Quelennadurez d’ar merc’het


————


Seurezet fur a zantel, a voar quer brao ruya,
Evit o silvidiguès, serrit prest al levr ma,
Rac mar troet ar feillen me bromet dèc’h ervad
Ne vo quet var eur c’hantiq e taulfet ho lagad.

Dre eur goal quiriusted
En pao Lucifer mar queèt,
Deus o coll me a vo divlam
Evel an oan en cof e vam,

Rac laret a meus dèc’h casse-cou, evel ar Gall
Pa ve o c’hoari mouchicq dall.


————


X


An den samet pounner


————


Var ton : Ar plac’h man savès d’ar guener.
Pe var ton: Merc’het Kerhaës.



1

Bea zo ebars er guèr-mâ
Eun den deus ar malevrussa,
Seis lèo tro dro quement ve grèt
Oll var e choucq e zint samet :
Na neus quet, var a leverer,
Falloc’h aillon evit Albert.

2

Mar guëler eur c’hoëf chifonet,
Eur golineten difrèguet,
Mar ve flastet eur bern colo,
Mar diflip eun æl dishano,
Ractal e lavar eur gomaer :
Pioù a zo caus nemert Albert ?