Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
PROSPER PROUX


3

Adieu, Va mam a va zad, breman n’esperit mui
E chomfe o mab caret vit harpa o cozni,
Vit pourveï dèc’h bara vel ma peus gret dezan,
Al lezen zo didrue, o quitad a rencquan.

4

Nac a vech, ma mam dener, e rancquefet gouela,
Pa zeui ma c’hy ancqueniet ouzoc’h da nem frodta,
Pa velfet bars en oalet, va scabellic goullo,
Ac ar c’henvid o steui deus ma phen-baz dèro.

5

Adieu, bèred ar barros, douaro binniguet,
A c’holo va zadou coz gant Doue bet galvet,
Da Vouël an Anaon clemmus nin mui var o pezio
Da squill an dour zantel mesquet gant va daëlo.

6

Adieu, Va muia caret va dousiq coant Mari,
Eur blaneden diremet a zeu d’or glac’hari,
On evrusted, on joaïo squedus zo tremenet
Vel eur goumoulen sqanvic gant an avel casset.

7

Na velin quen da lagat quer lem a quer leven
O virvi a blijadur duze pa herruën ;
Da zornic quer degaget o cass ar c’harr en dro
Da vouës douç quen na glevin e cana ma guerzo.

8

Pa oamp er c’hatekismou on daou c’hoas bugale
On c’halonou teneric deja a nem glève ;
Dirac Guerc’hès ar C’hroas-Hent nac a vech e touejomp
Na erruje birviquen disparti entrezomp.

9

Yaouancq a disourcius, allas ne vouiemp quet
Peguement a encresio er vue zo mesquet ;
Evit-homp ne voa neuze lezenno na roue,
N’hanveïemp mert eur lezen, hini ar garante.