Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
PROSPER PROUX


6

Mallos d’ar c’hos pesquetaër
Pehiny a ordrenas
Hober Meurlarge quen berr
A Coraïs quen bras.
Pocqomb d’ar voeren, etc.

7

Mar ben biquen Pab ive
Me a chancho ar c’his,
Ac astenno Meurlarge
Var goust ar C’horaïs.
Pocqomb d’ar voeren, etc.

8

An hini a neus bet grèt
Ar ganaouennic ma
A zo dister a speret
Mœs reiz eo da foultra
Pocqo d’ar voeren, pocqo d’ar merc’het !
— Goulennit eus an hostizezet.


————


VIII


QUIMIAT EUR ZOUDARD YAOUANK


————


Var ton : Eveus ar promesseo a ran dèc’h va Doue.



1

Va c’halon a zo fraillet dre nerz va ancquenio,
Em daoulagat entanet na neus quen a zaëro ;
Allas ! Deut eo an devès ma renquan dilezel
Lec’h caër ma bugaleach, ma bro douç Breis-Izel.

2

Adieu d’id va zy balan, var leynicq ar grec’hen,
Tachennic c’hlas var bini buguel e c’hoarien,
Gouez ivin quer bodennec en dishèaul eus pere
Epad tomder an hanvou e cousquen da greïste.