E kornik ar vered, euz al leac’h ma weler
Ar mor oc’h ionenna tro-war-dr-o d’ar reier,
El leac’h ma par ann heol, adaleg ar beure,
War douar ar re varo,
Da c’hedal ar mare
Ma savint, enn eunn taol, euz a varo da veo,
E-skeud ar bokejou goloet holl a c’hwenan,
Er bez war behini n’euz ket laket eur mean,
Euz he c’housk diveza
E kousk va c’harantez,
Ar genta mignounez
Em euz bet er bed-ma.
Enn eur lenn war he c’hroaz
Eunn oad hag eunn hano,
Unan, ken berr, siouaz !
Hag egile, ken brao !
Va c’haloun baour a rann, rag anezhi, bepred,
Ar zonjezoun dener a deu barz em spered,
Ha biken ne varvo, keit ma c’hallinn dalc’her
Er bed-ma, gand ar vuez, eunn dra-bennag a ger.
Ia, keit ha ma vevinn, e welinn em c’hichenn,
E-tal aot ann Arvor, e ieot berr ann tevenn,
Va c’henta karantez da behini, siouaz !
E lavarenn neuze, p’oamp ken euruz c’hoaz :
« Ia, te vezo va fried, mignounez, bez heb aoun,
« Lak da zourn em hini, da dal war va c’haloun
« Ia, me dou dira-z-oud, dirag Krouer pep tra.