Biskoaz, epad va buez, n’em euz bet em c’haloun
Kement a nec’hamant, kement e teue d’in aoun
Da zonjal er gwall-eur a ioa, vel eur c’hleze,
A-istribill enn ear, dreist-omp, er mare-ze,
A-hed ar wenodenn e teujemp war hor c’hiz ;
Neuze me zastumaz, e-touez ar ieot livriz,
Bokejou gwenn ann anv pere war ziminal
He c’hamprik a werc’hez a lugerne gwech’all,
Bokejou gwenn pere lugerne war he bez,
Bep bloaz da viz ebrel, epad ma vinn e buez.
Na kaera bokejou ! kann enn he dournik gwenn !
Med lenn a reaz enn-ho, m’oar vad, he flanedenn,
Eur pok a roaz d’ezho, vel pa dlefent beza,
Euz a-berz he mignoun, ar boked diveza !
Eur podik koant, gant dour, ho dalc’haz pell amzer
Enn he c’hampr, gwenn ha fresk, ken livriz ha ken kaer,
Beteg ar mare kriz ma rankaz ho mestrez
Kimiada diouz ann douar vit palez ann Elez.
Neuze pa n’ho doa mui dourn ebet d’ho c’hempenn,
E teujent, truezuz-holl, da blega sioul ho tenn,
Hag evel ho mestrez, ar bokejou, d’ho zro,
A gouezaz, gwevet-holl gand halan ar maro.
Pep tra zo tremenet : bokejou, mignounez !
Abaoue, war ann douar e vevann enn enkrez ;
Med chom a ra gan-en eur mignoun mad, ar feiz,
Pehini ro fisians d’in d’he gwelet eunn deiz.