War di soul ann draouienn, e-c’harz troad ar menez.....
Siouaz ! ann huvre kaer, siouaz ! al levenez,
A nijaz a-zindan halan griz ann enkrez,
Rag eunn avel diroll a ioa bet tremenet
El leac’h-se, kaer araok, ha brema dismantret.
Na kriadenn, na kan, enn ear dreist ar meziou
Al laboused a ioa tec’het a vandonnou,
Rag dindan ar vouc’hal ar gwez oa diskaret
Hag a-douez ar skourrou kement neiz diframmet ;
O veza ma n’oa mui gwez evit rei disheol,
Leton glaz ar menez oa brema gwevet holl ;
Ar ster, e pehini, iaouankik e welenn
Skeud ar raoz, ann halek hag ar gwiniz melen,
Skeud kement a loened pere, diouz ar pardaez,
Enn eur vlejal, a deue da zoura da Bountlez,
Ar ster, ken kaer gwech’all, gant skeud kement a draou,
Oa dizolo, siouaz ! a-zindan ann Envou,
Hag er ioul, diwanet el leac’h m’oa leur va zi,
Eunn amprevan, enn heol, a weliz o vori !...
Kollet gan-en fisians, ha va c’haloun rannet,
Setu me da bignat war menez ann Toupet
Euz al leac’h ma weler a-bell ar meziou braz ;
Azezet war eur roc’h, ac’hano me daolaz,
Mantret, war ann draonienn, euz zell hirr ha truezuz.
Ha va zal em daou zourn, neuze me lenvaz druz !