Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —


ENN DISTRO EUZ ANN TONKIN
————


Ne jom mui seurt ebet euz va zi soul Pountlez,
Nag eur pennad moger, nag eur mean enn he bez,
Ann douar am euz flastret em iaouankiz, diarc’henn,
Ann oaled, leur ann ti, zo brema letonen.
Ato me zalc’ho sonj euz ann dervez m’oann bet,
O tont euz ann Tonkin, d’am bro Treflez distroet ;
A-boan arruet e Brest, heb chom da varc’hata,
Setu me, war va zroad — rag em ialc’h n’oa netra —
Da gemeret ann hent a gas war-zu va bro,
Heb sonjal lavaret da Vrest kenavezo.
Klevet reann enn ekleo kanaouenn ar goukou ;
O ! na me rede skanv, enn eur dreuzi Gouesnou,
Plabennec, Lesneven, heb aoun d’en em skuiza,
Rag du-hont, em zi soul, e sonjenn ehana.
C’hoaz eur pennadik hent, hag e welfenn ar mor,
Euz meziou Plouider, ha dor va zi digor,
E-kichenn ar menez, e ribl ster koant ar Zeaz
A ruill he dour arc’hant a-dreuz ar prajou glaz.
Evel eur pesketer, tizet war ar mor doun
Gand eur gwall barr-amzer, hag a drid he galoun
Pa wel, enn eunn taol kount, ann avel o koueza,
Hag ar pors mor el leac’h ma c’hallo c’hoaz douara,
Evel-se me, kerkent eat war-laez ar meziou,
Enn araok ha dillo da daoler va zellou :
War menez ann Toupet, a wez pin goloet holl,
Dindan pere gwech’all e c’hoarienn enn disheol,
War halek ster ar Zeaz, tro-war-dro da Bountlez,