Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —


AR VILTANSOU
————


Gwelet hoc’h euz, hed ann nozveziou,
Pa bar al loar hag ar stered,
Ar c’hornandouned er goaremmou,
Kendirvi d’ar c’horriganed ?
Ne lazont ket ann dremenidi,
Karet a reont avad farsal ;
Na zistroit ket divezad d’ho ti,
Ma n’hoc’h euz ket a c’hoant dansal.

Klevit mad ann dra burzuduz-ma
Arruet gant Jakez, eunn nozvez ;
D’ar bourg ez eaz da brena bara,
Eur foultren tor a galz a bouez ;
Hogen, enn eunn tavarn e chomaz
Keit amzer dirag eur werenn,
Ma n’oa ket gwall abred pa zistroaz,
Gand ann dorz pounner war he benn.

Arruet o goaremm ar c’honikled,
Pell diouz ann tiez hag ann hentchou,
E kouez e-touez ar c’hornandouned
Hanvet ivez ar viltansou ;
Kerkent enn he zaou zourn eur kroget,
Ha Jakez, e-kreiz ar vandenn,
A rank, sentuz, dansal ha lammet,
Gand ann dorz pounner war he benn.