Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —



Mamm baour ne c’halli mui gwelet das laboused,
Adalek ar mintin em’int enn eur gaoued ;
Kouik.... das kervel a reont, enn eur grena gand aoun,
Hag ho beg a zigor gand ar zec’hed, ann naoun.

Sionaz ! re iaouank int evit gallout beva,
Rag ne c’houzont ket c’hoaz na debri, nag eva.
Bugale griz, warc’hoaz ho gweloc’h o vervel,
Araok m’ho devezo plu war ho diouaskel.


————