Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —


Jezus-Krist, silaouit ac’hanomp.

Jezus-Krist, roit deomp hor goulenn.

℣. Pedit evidomp, Sant Anton benniget.

℟. Evit ma vezimp din euz a bromessaou Jezus-Krist.


PEDOMP


Ra vezo hoc’h Iliz, o va Doue, karget a joa dre bedennou Sant Anton benniget, ho konfessour, evit ma vezo bepret kennerzet dre ho kras, ha ma c’hello kaout ar joaiou hag a bado ato. Dre hor Zalver Jezus Krist. Evelse bezet great.

Ne ouffen ket achui guelloc’h va leorik eget o lakat ennhan lizerik Sant Anton ; ar vertuz e deuz da lakaat an diaoulou da dec’het, da bellaat an tentasionou, da lakaat ha da zerc’hel ar peoc’h enn hon ene. Al lizer-ze a zo hanvet evelse, abalamour m’eo bet skrivet gant ar Zant, ha roet ganthan da eun den hag en doa an diaoul c’hoant