Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —


Sant Anton, a laka ar re vud da gomz,

Sant Anton, a chasse an diaoulou,

Sant Anton, a dor chadennou ar brizounerien,

Sant Anton, a ro ar vuez d’ar re varo,

Sant Anton, a ro ar guelet d’ar re zall,

Sant Anton, a ra kaout an traou kollet,

Sant Anton, difennour an dud leal a zo e proses,

Sant Anton, pur evel eun eal,

Sant Anton, perlezen ar baourentez,

Sant Anton, a garie beva evel eun abostol,

Sant Anton, fourniez a garantez,

Sant Anton, a rea fae var an henoriou ha plijadurezou,

Sant Anton, savete an dud kuezet er mor,

Sant Anton, sikour kement hini ho ped,

Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, pardonnit deomp, Aotrou.

Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, roit deomp hor goulenn, Aotrou.

Oan Doue, c’hui a effas pec’hejou ar bed, o pet truez ouzomp, Aotrou.