Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —



REOLEN


————


I. — Evit petra Breuriez S. Anton

1° Evit trugarekaat an Aotrou Doue euz ar burzudou dispar a deu deomp dre c’halloud S. Anton, hag euz ar c’hloar roet dezhan enn Env ha zoken var an douar.

2° Evit goulen digant S. Anton ma teuïo, dreizhan digant Doue, grassou bras a zilvidigez :

A) Evit ma kavo ar baïanet, ar iuzevien, an heretiket, ar schismatiket, an dud aheurtet, ar sklerijen a vank d’ezho, pe d’her chaout, m’ho deuz her c’hollet.

B) Evit ma teuï ar bec’herien geiz ken karet gant S. Anton da zistreï ouz Doue dre eur guir binijen.

C) Evit ma kendalc’ho ar Breudeur hag ar C’hoarezet euz an Trede Urs da viret bepred ho Reolen, ha m’ho deuz hen dilezet, d’her miret a benn da nevez.