Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


Cetu perag, kristenien kalonek hag a renk huel, o deuz sonjet sevel e Iliz brudet S. Anton, e Rom, eur vreuriez nevez hanvet Breuriez S. Anton. Gant ar re genta, an Aotrou Lucido-Maria Parocchi, Cardinal ha Vikel Vras hon Tad Santel ar Pab, en deuz kavet mad ar zonj ze. Hen he-unan en deuz benniget ar mean kenta, ha konsakret an Iliz assamblez gant 10 Eskop euz a Urs S. Frances.

E meur a leac'h evit guir, ha dreist oll e Ilizou menac’h S. Frances, euz bet savet Breuriezou enn henor da S. Anton a Badou. Mad oa koulscoude sevel unan e Rom, e kear veur an Iliz katolik. E kouent S. Anton eo bet savet. Eno eman o chom Superior Jeneral oll vugale S. Frances. Kement hini a deu da Rom a vezo eaz dezhan anaout ar Vreuriez, lakaat he hano ennhi. Dre-ze e kresko muioc’h-mui he zevosion d’ar zant, hag her pedo da zikour an Eneou da vont d’ar Baradoz.