Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

hema ne lavaraz netra ken n’a oue maro ar zant.

Er C’hastelnevez, e Limouzin, sant Anton en doa bet a benn da nevez an heur vad da velet ar Mabik Jezus.


X


Miraklou sant Anton e Padou


Epad m’edo e Padou, e teuaz da velet ar zant eun den iaouank, he hano Leonard, hag a anzavaz, en eur govez, beza roet dre vuanegez eun taol troad d’he vam. Evit ober dezhan kompren ar grevustet euz he faot, Anton a lavaraz : « An troad-ze a virit beza trouc’het. » An den iaouank pa erruaz er gear, a gemer eur benvek lemm, a zistag he droad dioc’h he c’har hag a guez heb anaoudegez d’an douar. He vam a zired ouz her c’hlevet o kueza, hag e kreiz he spount, e vel ervad petra zo kaoz a gement-se. Mont a ra dioc’h-tu da glask ar zant. Hema a deu da di an den iaouank hag a jôm mantret o velet he nerz kaloun. Kregi a ra enn troad trou-