Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

hag er C’harnii, ar zant a erruaz e Padou. Er gear-ma ez oa freuz pell a ioa, mes ar zant a lakeaz, heb dale, ar peoc’h ennhi hag a gassaz kuit ar falz-kredennou a ioa o ren. Neuze e savaz breuriez santel ar C’holombinet evit tud ar gear-ze distroet ouz Doue.

Ar zant a ioa o chom e ti Tizon de Campo Gierspiero ; hema a ioa souezet maro o velet he zantelez. Eun devez pa edo o tremen dre gichenn kambr Anton, peger bras n’oue ket he eston ouz her guelet oc’h ebatal gant eur bugelik koant ha lugernuz meurbet ! Tizon a anavezaz oa hennez ar Mabik Jezus deut da ziskuiza ar zant enn he labouriou evit gloar Doue, ha da zigas dezhan var an douar-ma an tanva euz a joaiou ar baradoz.

Ar Mabik Jezus a ieaz kuit, ha sant Anton, en eur zont euz he gambr, o velet Tizon chomet ato sebezet gant ar pez en doa guelet, her pedaz da jom heb lavaret grik da zen, euz an dra-ze ; hag