Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

gant ar falz-kredennou. Ar zant a lavaraz e rankje mont di da ober brezel d’ar falz-kredennou-ze. O veza klevet an dra-ze, an dud difeiz, gant aoun rag teod ar zant, en em glevaz da jom heb he zelaou, hag a aliaz ive ar bobl da ober eveldo. Sant Anton, p’oa savet er gador, a velaz dioc’htu o vont er meaz an nebeut tud a ioa deut d’ar zarmoun. Neuze e reaz eur beden da Zoue hag ez eaz var bord ar mor, gant eur c’huriuz bennag var he lerc’h. Eno e c’halvaz ar pesket a vouez huel, en eur bedi anezho da zont da zelaou meuleudiou an Aotrou Doue, pa ne felle ket d’an dud hen ober. Var ar ger-ze, eun niver braz a besket, o sevel ho fenn var gorre an dour, en em renkaz dirag ar zant hag a zelaouaz mad he gomzou. P’oa achu ganthan he zarmoun, Anton ho bennigaz hag a lavaraz dezho mont kuit. Kerkent an anevaled-ze a zentaz, a reaz eur blunjadenn er mor hag a ieaz kuit. Ar zant a zistroaz neuze ouz ar bobl-dud sebezet a zirede di, o klevet