Mont d’an endalc’had

Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

e doa o tenna he mab euz ar gaoter ne c’helle ket beza brassoc'h eget ar joa e devoue pa velaz oa iac’h-beo.

Bez’ez oa eur vamm all hag evit mont d’ar zarmoun e doa lezet he c’hrouadur kousket enn he gavel. Pa deuaz d’ar gear, ar bugel a ioa mouget. Redet a ra ganthan da gaout ar zant, hag hema, goude beza her c’hemeret etre he zivrec’h, hen roaz adarre dezhi leun a vuez.

D’ar mareou-ze ive, e lammaz euz a galoun eun ozac’h ar goarissi en doa ouz he c’hreg abalamour da netra, hag hi koulscoude eur vaouez devod. Sant Frances o veza maro d’ar 4 a viz here 1226, daou viz goude, sant Anton a zistroaz d’an Itali hag a ieaz d’ar Chabistr General a Asiz ; eno e oue choazet evit beza Provincial ar Romagn.


VII


Sant Anton o prezeg d’ar pesket


Rimini a ioa, d’an ampoent, euz a holl geriou ar Romagn, ar muia ampoezounet

3