Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Alan Baro-Reustlet
————

En tenvalder ’losker kadarnded hon Breudeur,
A harpas mab-bihan kont Gwened, Alan-Veur,
Pa zouaras aman da ziframma hon Bro
Diouz yeo al laeron-vor, an Normaned garo.
Met ni holl, Bretoned, saludomp o envor ;
Rak, izel hag uhel, ez oant tud a enor,
Truezus d’ar gwalleur, kalonek e pep giz,
Ha, pe vern o hano, gwir Gelted, gwir Vreiziz !

Ar walen ar gwasa war Vreiz a oa kouezet ;
Gwel’t a rêr en aochou ar bagou dilezet ;
Er c’hêriou an tïez serret, didan, goullo ;
Ar venec’h o kuitât o mousteriou affo ;
Ar c’houerien o c’hounit ar menez, ar c’hoajou ;
An tan-gwall o tevi mereuriou, ilizou :
A1 loened dianket er porziou o vlejal,
War treuziou an doriou ar chas keiz o yudal.
Kement a zismantrou war Arvor a rene
Ma rankas he leuskel Matudoe, he roue.

Amzer a dremenas. Siouaz, pebez diroll !
Meur a hini ’varne ’z oa sonet eur hon c’holl.
Penaos savetei Breiz ? E-barz e abati
Kêrig Landevenneg, eur beleg ’n eur bedi
Dirag ar gwastadur en-dro d’ezan ledet.
Test da zic’halloudez e genvroïz flastret,
A lare na gavjed d’ar stad-ze ken termen
Met ’n hon nerz hon-unan, hag e Doue hepken !…
Deus Bro-Zaoz e c’halvas mab-bihan ar roue,
’N hini ’n doa argaset kentoc’h gant e gleze
Paotred an Hanternoz. War ger manac’h Arvor,
Alan Baro-reustlet a zavas en dounvor.
Heb aon rag ar garreg, eün war-zu ar C’hreiste,
Dipleget o goueliou, al listri a rede,
Wano, moarvat, ez oa ouspenn eur merdead
E spered entanet gant ar c’hoant d’ober mad,
Da deurel prim er-maez eur rumm-tud digristen
A labeze o Bro, ’voe gwerc’hez betek-hen.
’Vel-se, pa dostaont da riblou teven Dol,
E tiskennont en aod, evel eun avel-foll,
’Vit koueza hebdale, da boent eur pred eured,