Mont d’an endalc’had

Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


War an enebourien a c’houient dizarmet.
An Normaned mezo a voe lakaet a blad :
Er palud, tro-war-dro, redek a rae ar gwad.
E Sant-Brieg, Naoned, goude emgannou taer,
Hon re-ni a jomas e kalon an diou gêr.
Neuze, al laeron-vor a bella spouronet,
Hag o tiskenn al « Loar » e c’heller o gwelet.

An deveziou war-lerc’h, e pep kêr, e bro-Vreiz,
Ar poblou diboaniet a veule en o c’hreiz
Daou zen ha daou hano hiviziken staget :
Abad Landevenneg, Alan Baro-Reustlet !