Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


Mari Boutou Lous
————


I


Mari he Boutou lous
’Deus atao eur c’houef rous ;
He zavancher, he zae
’Zo leun a zour-hanvoe.

Hervez he fried Lann

Eo lousoc’h c’hoaz dindan

diou wech.

II


Ober ’ra he zouben
En eur grafat he fenn,
Hag, o silan ar yod,
’Tiver he fri er pod.
Hervez. . . . . . . . . . . . . . . . (diou wech).

III


Ouz an daol o tibri,
Ne ra ’met breugeudi,
Krignat he ivinou
Pe skarza he genou.
Hervez. . . . . . . . . . . . . . . . (diou wech).

IV


He gwele, serret-kloz,
A zo du ’vel an noz :
C’houen, loenedigou all
’Lamm e-barz dishual.

Gwelet ’m eus an ampoent

M’o laze ’tre he dent.

diou wech.