Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —



D’ar pardaez, stamm ’n he daouarn,
Bepred tano he diskouarn,
Ha lemmoc’h c’hoaz he lagad,
He daou droad ive dibrad,
E welo en he bale
Pelec’h e vez graet kafe.


Pa ne c’hallo sortial,
’Balamour d’an amzer fall,
’Savo lïes he ridoch :
’N eur blega e teui lespoch.


Sed aman, e komzou berr,
Gwir batrom Mari Tro-kêr
Moan eo evel eun hinkin,
Sec’h egiz eun tamm sapin.