Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


Va skaon Goz
————

D’am Nizez L. Grall.

Me am eus eur skaon goz,
Dereat pa deu noz ;
Ugent real e koustas,
Tremenet pevar bloas,
Hag ouspenn eul lipad
Evel war bep marc’had.
’Roen ’met ugent real,
M’hen lar hep fougeal,
Rak en se pa zonjan,
Breman c’hoaz am bez poan.
’Tlefen beza prizet
Trôn eun ti estimet !
Ne dan mui oc’h e du,
O va c’hredit dioc’htu,
Gant aon rag al lignen.
Ennan holl a gavfen,
Dirag ar gourdadou,
An tad-kunv, an tad-you.
An tad-koz, tad ha mamm,
— Ne jomfe diouzin tamm ! —
Hep konta al lignez
A greiz hag a gostez,
Eur wrac’hellad vibien,
O gwragez, kristenien !
Kendirvi ha eontred,
Nizien, moerebezed !
Ouspenn ar mammou-kaer.
Ha koumerezed kêr,
’N o heul o re vihan,
— Me ’rafe gaol buan ! —
A deufe d’am zamall,
Da hopal ’m oa graet fall,
Da c’houl ouzin renta,
Renta dioustu an dra.