Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —



Kousket !… Ne rên nemet krafat…
Va fenn… Va breudeur, klevit mad !
Taolet e oan war eur planken…
’N em gaven kollet da viken,
Me, va gwreg ha va bugale,
Va c’herent ha va holl ligne…

Hag a drubuilh ! Pebez nozvez ! !
Tud paour, Mamm Doue, ho pet truez
Ouz an trista den a vevas
War ho pegad douar biskoaz !…
Nan, n’oun evit hen diskuilha
Hep klemm hag huana… gouela !

Pa zihunan… ’oan em gwele !
Hun !… Me am boa graet eun hunvre !