Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


Pa glevjomp eur vouez treut, hini mestrez an ti
« Buan, buan er-maez, holl sec’herien o fri ! »
Kalz eus ar grennarded an nor a gemeras ;
’Vel eur c’hog war e glud em flas me a chomas.
Prest goude e teuas an daou ganer brudet…
O burzud souezus ! dioustu ar joausted
A welis war bep dremm hag e kement lagad ;
Redek a raed d’an dans evel en eur bagad.
Kement a glask a oa ’mesk an dud ’vit klevet
Ma voe en toull an nor meur a hini flastret !
Da boent ar « c’hontredans », pa zistonas er c’hraou :
« Nec’h ha traon er c’hoajou… ’n eur vale daou ha daou
Ar c’horfou a eünas, ar pennou a zounnas,
Ken na grene al leur ar bouteier ’skôas.
Ar zellerien bamet, ha me, war va rastell,
En em zalc’has sioul evel en eur c’havell.
Pa voe echu an dans, em c’hlud me a gleve :
« Betek termen ar bed war o lerc’h ni ’redfe ! »

Kanomp, kanomp, paotred ! kanomp da virviken
Envor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !

Eur bloavez, da foar Mark, e kanton Huelgoat,
E oan aet gan va zad da gerc’hat eur garg koad,
Da c’hortoz an distro ’valeen en dachenn
E-lec’h d’abardaez-noz e oa an abadenn.
Daou baotr a Blouïe, paotred ar re wella,
’Gase an dans en-dro gant an toniou brava.
Pa lavaras Laouig da Yann, e gamarad
« Tro-en-dro, jabadao ! Distag d’eomp ar « C’himiad » !
El leur-gêr e savas evel eur mor a gan,
Ken na glevis kaeroc’h war zouar Breiz-Vihan.
Tud an holl barreziou a vern a ziredas,
Dans paotred Plouïe prim a beurechuas ;
O c’hanerien zoken a chome sebezet…
Er C’hres va c’henvroïz ’vije bet kurunet !
Ar pez na zonjen ket diwezatoc’h konta
Ez oun eürus breman o c’hallout her skriva.
Ya, ya, meulomp, paotred ! meulomp da virviken
Envor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !


————