Er c’hiz koz ’fell ganen, kanerien Breiz-lzel,
Enori daou Ganer hag o moueziou uhel.
Pedi a ran eta da rei d’in sklêrijen
Ar zent hag an êlez ha Doue, hor zouten.
Ra vevo en ho mesk envor Yann Jezekel [1]
Ha Laouig Pouliken, evidoc'h eur gentel !
Ganet ez int o-daou e parrez ar Fouilhez,
’Tre Leon ha Kerne, war vordig ar menez.
Asamblez pa vezent, da zervez eur foar goz,
Yaouankizou ar vro n’o leze e repoz
Ken n’o dije kanet enn dro-zanz er blasen
E-lec’h en em voded e pep tu, e pep penn.
Ar re goz o-unan, n’hen ankouaïn morse !
Gant eur seurt follentez en abaden ’lamme.
Er vourc’h, war ar maeziou, evit an eureujou.
O moueziou ’zasone e fons an draouiennou.
Kêriz o selaouas hag, e pep korn-douar,
An holl dud o c’have dudïus ha dispar.
Kanomp, kanomp, paotred ! kanomp da virviken
Envor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !
Kenta em eus santet petra eo ar C’haerder
’Voe o klevet o c’han sklêr, plijus ha tener,
A skôas war eun dro va c’halon, va skouarn,
Ken doun ha ken nerzus ma strakis va daouarn.
Setu aman penôs, em ene a vugel,
’Santis, ouz o c’hlevet, an Awen o c’henel :
Goude eur pred eured, e-barz eur marchosi [2]
’Oa bet kaset an dud eus an ostaleri.
Va mignoned ha me ’zavas en eur rastell,
Lorc’h ennomp ’vel er prins a vez en e gastell,