Mont d’an endalc’had

Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


PEUZDISKAR
————

Da Fanch Cotten.

Eun nozvez ’tal va fignon,
D’in e laras, o mignon :
« Eus an tiegeziou koz
« Ne gavomp ken er Porz Kloz
« Gwel da-unan nemet tri…
« Aman ’ren diavezidi ! »
Keit-se ’c’houeze an avel
Diwar torgenn Sant-Mikêl
Hag e kleved o voudal
An deliou en oabl tenval.

Hunvreal ’raen ’hed an noz
En istor hon penn-kêr koz,
En izili dek rummad
A vagas ’n eun doare mat.
Didrouzik ez ejont kuit :
Diouto n’eus na keal na skrid…
E-keit-se ’c’houez an avel
Diwar torgenn Sant-Mikêl
Hag e klever o voudal
An deliou en oabl tenval.

Mignon, trist ’vefes d’az tro,
Ma welfes ’raog da varo
Da vibien o tilezel
An ti ’luskas o c’havell,
O tiskouez d’it distervez
Kaera mennad da vuhez !
C’houeza ’ra choaz an avel
Diwar torgenn Sant-Mikêl…
’Lïes ’klever o voudal
An deliou en oabl tenval.

Mae 1921.