E fonz ar Porz-Kloz [1],
’Welan va zi koz,
Graet gant Riwall Yeun
E seitek kant eun,
Michans ’vit beza
Hostel da genta ;
Rag ennan ’kaved
Eur c’hao bet stouvet,
Kambjou a bep ment,
’Vel boaz an ampoent
An holl ’zigore
War eur pondale
E-lec’h e pignen
Dre eur skalier mên.
Re goz ar Fouilhe,
Lïes a gonte
E oa darempred
Ar wella gwazed
Diskenn an noter
Ha pennou bras Kêr.
⁂
O lezel’fell d’in
Ha d’eoc’h ’lavarin
E ’oa unvaniez
En hon tiegez ;
Bepred koz, yaouank,
’Pad ar bloaz, hep mank,
A rê o dever,
Leal ’n e genver,
’Heuilhe ar mennad
A enor va zad
Set aman e c’her,
Krenvêt gant e skouer :
« Staga d’eul labour
« ’Giz d’eun oberour
« Na vez eürus ’met
« Pa hen gwel peurc’hraet.
« Neuze ’tiazez,
« Laouen ha kompez. »
|