— 82 —
KRAMPOESA
————
D’an Aotrou Even, Noter e Landreger.
’Us da vouded ha keuneud moan
’Tomm ar pilligou war an tan.
An toaz a zo war al leur-zi,
’N eur vasin gouevr pe bodez pri.
Ne labour ket ar rozell c’hoaz ;
An hanaf a zamm ar c’hravaz.
E tu pe du eus an oaled
Lard ha larderez ’vez gwelet.
En eur c’hornig war eur skabell
Eman o c’hortoz ar spanell.
Met perag da ze taol evez ?
Sellomp ’ta ouz an aozerez.
’Barz an tommder n’eo ket iskis
E vefe e korf he hiviz ;
Na zougfe ’met he broz dindan :
He micher ’zo eur stad a boan.
Ha, va zud paour, ar rumm nevez
Ne gar ket kaer aoza krampoez ;
Aon ’deus da veza mogedet,
P’ eo gwir her renkan lavaret.
Ha muioc’h-mui ’mesk an hern koz
’Kaver pilligou o repoz.
E gaou ez afemp d’en em glemm :
Dalc’homp drant ha lirzin hon dremm.
|