Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —



Petra ’dalv termal hep termen ?
Gwell eo tanva eur grampoezen.

Evel-se ’ra ar mevel bras,
Ha, war e lerc’h, kalz re-all c’hoaz :

Ar bugel o tont eus ar skol,
Kement ’vez bemde ouz an daol ;

Marteze meur a amezeg ;
Enno ne gavin ket abeg,

Rak ’vidoun ’lipen va mourrou
En deiz ’tomme ar pilligou.

Mat ’veze dreist-holl ar c’hrampoez
Servijet e ti va mestrez.

’Trezomp hon daou ’vezent rannet,
Er memes asïet debret.