Mar deo gwir lavar levriou koz,
War ribl an dour d’abardaez-noz,
Boudiged ha kannerezed
En o c’hoariou ’vez kavet.
Diouto n’eo stumm va c’hannerez,
Bez’ eo kentoc’h eur vamm a bouez.
Pa ’z a da zevezia d’eun ti,
Ma n’eo ket prest he dijuni,
’Raio tra pe dra ’vit sikour
Mestr pe vestrez en o labour.
Gwelit breman he bouteg gwenn
A zoug kompez war eun dorchenn :
Sioulik e tremen el leur-gêr
Ha ken didrouz e vo er stêr ;
Rak, ma vez ar c’hannerezed
Peurvuia fistilherezed,
Va hini ’zalc’h he genou kloz
Deus ar sav-heol beteg an noz.
Pe glouar pe yen an amzer,
Laouen atao e teu d’ar gêr ;
N’he do ket neuz eur zonerez
N’ehan da glemm eus he devez,
Da chala dalc’h-mat war he stad,
O lakat an holl d’he c’hasât.
Da zibri e vez gortozet :
Gant pep-hini ez eo karet ;
Ki ar vereuri e-unan,
Ma wel anezi ’tont d’he c’hoan,
Evel ’vit lida he distro,
Prim d’he diambroug a yelo.