Mont d’an endalc’had

Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —



Ar vicher a gemenerez
N’eo ket diaes.
Gant m’he do bizïed dillo
Ha ma poanio
Ne gavo ’ti hec’h ostizien
Nep yenïen ;
Hag, evel ma ’z eo eur plac’h flour
Abalamour
Ma vev pell diouz pep gwall-amzer
Ha pep krizder,
Eviti e tiwan abred
Eur gwir bried.