Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —



’Traou Doue ! O freilhou koz,
Evidoc’h eo deut an noz ;
En aner e c’hortozoc’h
Brec’hiou da gregi ennoc’h ;
Breman ’ren mekanikou
En hor bro war al leuriou.
Loued oc’h en em astenn,
Sed ho tarvoud da viken !
Kenna vec’h taolet en tan
En deiz ’vo graet ouzoc’h van.

Da vihana, ’n ho tilez
Ho peus va anaoudegez :
Bevet em eus en amzer
’Rec’h tregerni pep penn-kêr,
Birvi pennou ar baotred
Ha kalonou ar merc’hed.