Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —


DISTRO AR ZAOUT
————

Pa weler ar moged
Astennet
’Us da diegeziou
Ar maeziou,
Ar zaout a zigaser
Da bep kêr.

Oc’hen ha biou teziek
Ha korniek,
Kouls ha leueou bihan
A ehan
’Vit doura e poullou
Ar streajou.

War-lerc’h ’vez eur plac’hig
Yaouankik,
Pe, a-wechou, ar vamm
Gant he stamm.
Ha, keit-se, en oaled
Lugernet
Gant eun geuneuden-dan,
E poaz koan.