Mont d’an endalc’had

Pajenn:Picard - An iliz digor, 1919.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AN ILIZ DIGOR


————


Eur c’hemener eus Kinoualc’h e Berien a veze o wriat a-hed an deiz. Pa zeue d’ar gêr, e c’houlenne e vugale digantan avalou ha per, a-wechou frouez all, hervez koulz ar bloaz.

Eun devez e tistrôas e c’hodellou goullo. — « Avalou tad ! Avalou tad ! » a grias ar vugale. — « Roït peoc’h bugaligou ! Me a ya da laerez eur zac’had evidoc’h da vourc’h ar Fouilhez… ».

Pa ’n em gavas er vourc’h, e welas eno kiger e vro. — « O ! kemener, da belec’h ez ez ’ta ken diwezat ? » — « Da laerez avalou evit va bugale. Ha te, kiger ? » — « P’eo gwir ez teus lavaret d’in ar wirionez, me a vo distag ivez ganez. Bet oun, er beure-man o klask prena eul leue bihan, met n’eo ket bet rôet d’in, ha breman e renkan e laerez. Va ostizien a fell d’ezo kaout kig… ».

« Mat, a lavaras ar c’hemener ! Mar karez, e tistroïmp a-gevret. An hini en do graet e dro da genta a c’hortozo egile dindan porched an iliz ». — « N’oufen tra gwelloc’h », a respontas ar c’higer.

Ar c’hemener a reas buan e dro. Da c’hortoz e genvrôad, ec’h azezas er porched hag en em lakeas da zibri avalou. Kaer en doa gortoz, ne wele ket ar c’higer. Heman, p’en doa laeret e leue, a oa aet war-eeun d’ar gêr. koment a drouz a rae e loen o vlejal !

Koulskoude, ar c’hemener a gendalc’he da zibri avalou.

E-keit-se, ar zakrist a nozvezie er presbital. A-barz ma’z eas d’ar gêr, e c’houlennas outan ar person ha n’en doa ket