Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
Dragon Sant Paol.
WIZUR.
Diskennit war an aod, ha ma kredont tostât
Grit d’ho pirou c’hoari m’o lakaint da bellât.
Diouallit koulskoude da vont re er c’hus-heol
En aoun ne lakafec’h an dragon da ziroll
Ha da zailha warnomp.
JERMEN.
Tud Wizur ’en em denn.
III DIVIZ
WIZUR, PAOL an dud Jentil Breizad hag ar Vugale.
WIZUR.
Na pebez enkrezenn e kreiz va levenez.
PAOL.
Neb na ouel ket er bed, nak en deiz nak en noz
A vezo beac’h dezan c’hoarzin er baradoz.
Arabad koll kalon ; pa vez ar barr amzer
En e voasa e vez tosta an amzer gaër ;
En izelved paour-man Doue a ren peb tra
Ha ren a oar Wizur, bezit dinec’h eta !